Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

06/12/2006

Bandennoù treset evit Nedeleg/Des BD pour Noël...

medium_Ifigloup092.jpg Setu ur vandenn dreset nevez embannet get Keit vimp bev : "Troioù kaer Ifig Loup". Bep miz e vez kavet barzh ar gazetenn Louarnig troioù kaer fentus ur familh Inuit a zo e chom war ar morskorn, barzh un igloo, evel rezon. Ifig Loup 'zo ar mab kozhañ, ur c'hrennard desket ha speredek, ur penn bras a vourr lenn a sevel traoù nevez, ijinet getan met implijet get e dad a zo ur sort "kobaye", benn ar fin. Mamak, ar vamm, a ra war dro ar vugale a zo eizh memestra ! Un istor bep pajenn : berr eo, ar pezh a zo mat evit ar vugale a grog da lenn brezhoneg. An albom se a blijo d'ar vugale war dro 6-12 vloaz. Ha d'ar vugale brasoc'h ivez !

Sinet eo an albom se get Letrio (ur moranv moarvat evit an tri den a sav ar vanden treset se). 

12 €, 46 pajenn. Ket vimp bev, 22 Grand'rue, 29520 Laz.

Présentation d'une nouvelle BD en breton, Ifig Loup, jeune Inuit qui vit sur la banquise avec sa famille.

 

medium_Titeuf135.jpgSell ta ! Titeuf a gomz brezhoneg ur wezh all ha laouen bras eo a gaos m'en deus bet ur c'hoarig. Burzhud ar vuhez eo, met burzhudoù all a zo barzh an albom-se : Goullwena a ro ur pok dezhan, bizkoazh kement all ! Farsus, evel da gustum, troet e brezhoneg get skolajidi Diwan ha Gwenole Bihannig. Embannadurioù Bannoù heol.

www.b-heol.com

Titeuf parle aussi breton, c'est dingue non ? Alors qu'il a plutôt l'air d'un cancre en classe, serait-il doué pour les langues ? La sienne est bien pendue d'ailleurs. Ici, Titeuf découvre les joies d'avoir une petite soeur...

 

Commentaires

Demat deoc'h !
Da gentañ tout gourc'hemenoù evit ho blog, peadra da lenn ha da zeskiñ !
Me a zo kenurzhier nevez kuzul sevenadurel Breizh; emaomp o klask krouiñ ur blog ivez, gant keleier nevez bemdez, ha gant un newsletter a vefe kaset bep sizhun.
Setu ma goulenn: penaos e rit evit kavout kement se a zraoù war ho blog ? Marteze e c'hellfemp doare pe zoare kenlabourat ?
Ur goulenn all a zo ganin, pet den a zo enskrivet d'ho newsletter ha penaos ho peus graet evit bezañ kavout anezho ?
Setu !
Mersi bras evit ho respontoù
Gwenvael
Kenurzhier KSB
www.kuzul.info

Écrit par : gwenvael | 02/08/2006

Les commentaires sont fermés.