Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

31/07/2006

Marmoused bio !

Marmoused zoo Kopenag, e Danemark, a gav gwelloc’h debriñ bananezed bio evit bananezed boutin, hervez Niels Melchiorsen, ar paotr a ra war dro al loened se. Abaoe ur bloaz e vez roet d’al loened-se, ha d’an tapired ivez, bananezed ha frouezh bio get frouezh all n’int ket bio. Pa 'vez roet dezhe ar choas, ar marmoused hag an tapired a zibab ar frouezh bio berped. Ul liv hag ur blaz gwelloc’h zo get ar frouezh se, marteze.

Oc’hpenn-se, ar marmoused a zebr o bananezed bio get o c’hlorenn, pa ‘vez dilesket gete ar c’hlorenn d’ar bananezed ordin ! N’in ket ken sot, ar marmouzed, hor c’heniterved tostañ; dibab a reont frouezh bio, natureloc’h evit ar re all. Ar pezh a zo, n’o deus ket, ar marmoused, da baeañ ar boued-se. Gwell a se rak ar boued bio a chom, alies,n kaeroc’h evit ar boued boutin.

Abaoe pell e kavan-me gwelloc’h ar boued bio, gwelloc’h evit ma yec’hed hag evit an natur ivez.Ha setu bremañ marmoused a-du genin. Un den ken speredek evit ar marmoused on-me, sonjet m’eus e lenn an doere-se (barzh Courrier International). N’eo ket fall dija. Ar marmoused a ouia dibab etre ur boued mat hag ur boued fall, ar pezh n’eo ket sur evidomp-ni !

Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.