Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

22/08/2006

Da lenn e pad an hañv : Buddy Longway

medium_bd20083.jpgEchu eo istor Buddy Longway, jibouesour ha trapour, bet kontet e vuhez e pad tregont vloaz hag e korf ugent albom bandennoù treset (BT), get Derib. Embannet eo get Le Lombard. Troet oa bet e brezhoneg an dek albom kentañ er bleadeù 1970-1980 get Keit vimp bev, setu penaos m’eus dizoloet troioù kaer Buddy Longway, e wreg Chinook, Indianez Sioux anezhi, ha o bugale Jeremy ha Kathleen, metised. Derib n’eus savet ur rummad all anvet Yakari, evit ar re yaouank. Troet oa bet albomoù Yakari e brezhoneg get Keit vimp bev  iwez.

Ganet oa bet Buddy Longway e 1840 e Bro Iwerzhon ha kaset d'ar Bed Nevez, d'ar Stadoù Unanet get e dud pand oa bihan tre. Marv e vamm, aet kuit e dad, Buddy oa bet desavet get un eontr dezhan. Krennard, Buddy a faote dezhan monet da chaseour. Deuet oa da vout ur jibouesour ampart, desket e vicher get ur mignon dezhan, un Indian anvet Bleiz du. Istor buhez Buddy Longway n’eo ket gwir, met n’eo ket pell ag ar wirionez memestra. Rak ur bochad tud eveltan, jibouesourion, trapourion, zo aet o unan, da jiboesat pell, d’en em gavout get an indianed, d’en em zimezin get Indianezed. Meuriadoù ha yezhoù metis zo ganet evel se, kejajoù etre ar galleg pe ar saozneg ha yezhoù indian. Tost da vout kollet eo ar yezhoù se hiriv an deiz.  Buddy Longway n’en deus ket tamm ebet taol spered alouberion ha trevadenourion ar vro. Ne faota ket dezhan lazhiñ an Indianed met monet d’o sikouriñ kentoc’h.

medium_bd1085.jpgDiskouezhet 'vez barzh ar rummad BT se buhez an Indianed, o furnez, o sevenadur, hag ivez o diaesamentoù get ar re wenn hag etreze (brezel etre ar Sioux hag ar Black feet, da skouer). Bec’h zo, meur a wezh, etre ar re wenn iwez, etre Buddy hag arme ar Stadoù Unanet da skouer. Ur c’hapitan a zo lazhet getan, daoust da vBudy bout un den habask memestra... Ur bern mignonned en deus, ru pe gwenn. Tost eo d’an natur, d’al loened, met prest eo ivez da hadiñ gwinizh evit magiñ e familh (ne blij ket dezhan al labour se, kavout a ra gwelloc’h monet da jiboesat ha foetañ bro). Chinook, e hanter voutik, a zo ur vaouez koant, kalonek, fur ha speredek.

Gwenn pe ruz ?
Daou krouadur zo ganet en ti : Jeremie ha Kathleen. Met dispartiet eo ar familh e pad pemp albom, etre an unnekvet hag ar c’hwec’hzekvet, get Buddy d’un tu, Chinook ha Kathleen d’un tu all ha Jeremie kollet... En em gavont en dro en triwec’hvet albom anvet “La balle perdue”. Ha Chinook ha Buddy da  vout spontet bras : o mab zo bremañ ur brezelour, aet da stourmiñ get ar re ruz, da lazhiñ tud gwenn, soudarded met siviled iwez ! Daoust da vout hanter gwenn hennezh, get blev melen... Jeremie oa bet tost da vout krouget get tud gwenn peogwir e oa metis. A gaos d’an dra se en deus chanchet penn da benn... Met lazhet eo get ur soudard.

Albom diwezhan ar rummad Buddy Longway zo deuet er maez e miz Mae paseet, an ugentved eo, anvet "La source". Ne larin ket deoc’h fin an istor met, gwir eo lâret, n’eo ket farsus kement-se... Ne chom ket kalz a dud bev barzh familh Buddy ha Chinook e fin an istor. Istorioù Buddy Longway n’int ket gwall farsus, anzav a ran, met bourrapl da lenn, treset mat, kentelius ha deverrus. Ar pezh a zo dija kalz evit an dud a vourra lenn bandennoù treset.

Christian Le Meut

medium_bd9084.3.jpgBuddy Longway, 20 albom e galleg barzh ti Le Lombard; e brezhoneg barzh ti Keit vimp bev (an dek albom kentañ).

War internet : http://www.buddylongway.com/

Les commentaires sont fermés.