Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

14/03/2006

Kelaouenn Brud Nevez

Deuet eo er maez niverenn diwezhan Brud Nevez (n°254) e miz An Avent. An tem : “Fent a-vremañ hag a vizkoaz”. Da gomans, istorioù farsus zo, met n’int ket tout farsus (ha re hir evit ul lodenn anezhe). Met estroc’h evit an istorioù se zo : ur pennad a ziar benn Yvon Le Menn a zo ivez, ha barzhonegoù skrivet getan e galleg bet troet e brezhoneg get Francis Favereau. Barzhonegoù get tud all iwez : unan a gavan brav zo “Bloavez mat”, skrivet get Charlez an Dreo.

Ur pennad hir awalc’h zo kinniget get Mikael Madeg a ziout lennegezh evit ar vugale. Goulennet oa bet getan skrivañ levrioù evit ar grennardeg get ti embann Tes (ur stal staget doc'h an Deskadurezh stad eo), hag a vehe bout embannet getan. Met n’int ket bet... Ha Mikael Madeg a zispleg pegen diaes eo skrivañ evit ar grennardeg. Interesus, met mankout a ra sonjoù an ti embann Tes. En niverenn kentañ, marteze ?

Un atersadenn a zo get Gilles Servat (“Kanour e Breizh, n’eo ket tamm ebet ar Starac”) ha poltred ur plac’h yaouank ag ar Senegal a zo e chom bremañ e Breizh. Ur pennadig a gavan fromus : “N’eo ket mad ober an dra-se”, get My Skaouidig, a ziout an dud paour ag Afrika a glask da zonet en Europa hag e vez tennet warne (koste Bro Maroko)... Levrioù a zo kinniget ivez (“Fils de ploucs"...) ha “Mirdi ar hompagnunaj e Naoned”.

Danvez zo da lenn barzh Brud Nevez (bep daoù viz).

Brud Nevez, 10 ru Kemper, 29200 Brest, n°254, 7 euros.
Lech’ienn internet : www.emgleobreiz.com

Français : présentation du dernier numéro de la revue Brud Nevez paraissant tous les deux mois en langue bretonne. On y trouve un dossier sur l'humour contemporain et de toujours (avec des histoires drôles... bof); de la poésie avec un article sur Yvon Le Men; de la chanson avec une interview de Gilles Servat; de la littérature... De la matière à lire et à réfléchir.

Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.