Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

11/03/2006

Sinema : Walk the line

Buhez ur c’hanour brudet er Stadoù Unanet a zo diskouezhet barzh ar film se : Johnny Cash (1932 - 2003). Cash oa e mesk ar rummad kanourion rock gentañ, get Elvis Presley, Buddy Holly, hag all.
Diskouezhet eo e vugaleaj e barzh ur familh a labourision douar paour en Arkansas, marv e vreur kozhañ, un tad taer ha mezwour, ur vamm a vourr kanal...

Johnny zo kaset d’an arme en Alamagn e lec’h e brenn e gitar gentañ, e zesk soniñ e unan hag e grog da skrivañ sonenoù. Sonenoù tost da vuhez an dud. Hag a gres d’e sonennoù e vo enrollet e bladenn gentañ, ur wezh deuet en dro d'e vro. Johnny Cash, a gemer perzh e troiadoù get kanerion brudet all d'ar marse se, evel June Carter. An daou se en em garr diouzhtu, met hennezh a zo dimezet ha tad, hag honnezh a zo just dispartiet (ar pezh a zo gwellet fall c’hoazh) ha mamm. Diaez ar vuhez.

Met gortoz pell...

Trenkiñ a ra soubenn Johnny daoust d’e vrud ha d’e argant. E wreg a ya kuit get ar vugale; tapet vez re a louzoù fall getan; kollet ar paotr...  Get sikour June Carter hag he familh, John a zeuyo a ben d’en em zisampoezoniñ... Ha d’en em zimeziñ get June er bloaz 1968.

Gortoz pell, gortoz gwell ! Ar c’houplad a chomay asambl betek fin buhez June (2000) met ar film a ya nemet betek 1968 hag ur sonadeg chomet brudet e Folsom Prison.

Joaquin Phoenix ha Reese Witherspoon zo John an June. Daou aktor a feson o deus desket kanal ha dansal evit ar film se, ha deuet int da benn. Un Oskar zo bet roet da Reese Witherspoon evit ar film se; Joaquin Phoenix zo bet anvet iwez, hep bout oskarizet.

Ur film brav ha diverrus get sonerezh a feson (rock-folk-country); savet get James Mangold (2e 17).

Christian Le Meut 

A voir : Walk the line, le film biographie du chanteur étasunien Johnny Cash. 

Les commentaires sont fermés.