Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

05/01/2007

Kalanna : riboulat dre ret !

Komzet m’eus deoc’h, n’eus ket pell, ag ar Gouelioù Nedeleg... Bremañ komzomp ag ar pred noz Kalanna*. Rak emañ ret lidañ fin ar bloaz, evel Nedeleg ivez. Ur wezh erruet an unan ha tregont a viz An Avent (miz Kerzu) emañ ret deomp riboulat : riboulat dre ret ! Monet get tud all, evañ, debriñ, ober bourrapl, ha souetiñ un blead mat d’ar re all ur wezh erruet kreiznoz. Mod se emañ, dre ret, ha garde à vous ! N’eus ket lezenn ebet a lâr an dra se, eurus awalc’h, met ul lezenn eo e pennoù an dud.

Bep bloaz e vez goulennet ar memes traoù : “Ha petra rit c’hwi da noz Kalanna, get piv, e-men ?”... Ha setu pep hini da reskont emen, get piv hag ar pezh vo debret, istri, fruezh mor, yar indez pe chapon get avaloù douar frintet, ha katew da echuiñ : ur “buche” da zebriñ get champagne, mar plij ganeoc’h...

Gwasket !
Tri c’hant pemp deiz ha tri arnugent zo e korf ur blead met an dud a zo intereset nemet get unan : an unan ha tregont a Viz an Avent. Ne reont ket foult ag ar pezh a vez evet ha debret geneoc’h d'ar peurrest ag ar bloaz... Me, ne vourran ket kement-se riboulat dre ret. Mard e kavan mignonned, e riboulan gete, ma ne gavan ket, ne riboulan ket. Mod-se emañ ha simpl eo, benn ar fin. Met, gwir eo lâret, en em sentañ un tammig gwasket a wezhoù get ar goulennoù-se, ha n’on ket ma unan penn.

Ur mignon din a ya da riboulat alies awalc’h e-pad ar blead met ne vourra ket riboulat dre ret evel d’an unan ha tregont a viz Kerzu. Deuet eo da vout pomper, ya paotr an tan, ha setu eñ chomet er ger da nozh Kalanna, e gard, hep ober na chervat na riboul. Un banne soubenn ha da gousket, prest da sikouriñ ar vambocherion mezv ! Gourc’hemenoù paotr. Dinehanset, dinec'het omp get tud eveldout... Enfin, tost...

Emgann sarbakaned...
Meur a zoare da riboulat a zo. Ar bloaz mañ m’eus debret get mingnonned din. Bourrapl eo bet an traoù met bon, chomet eo bev, alumet, ar skinwell e pad pred noz Kalanna a gaos ma oa bugale ganeomp... Ha ni da welled an aotrou Chirak e lâret e hetoù gwellañ d’ar Fransizion, hep kompreiñ ar pezh a lare eñ peogwir ne selaouemp ket. Lunedoù marons en doa hor prezidant muiañ karet. Klowned all zo deuet war e lerc’h get Patrick Sebastien...

Ha ni da zebriñ ha da eved e varbotal met, war dro uneg eur hanter, ur c’hrouadur n’eus kaset getan ur sac’h get sarbakaned ha boulloù paper e barzh da deurel war ar re all. Nag ur blijadur ! Ha setu me, repuet e fons ur c’hanape, e klask nompass bout touchet kar poanius oa memestra. Erruet oa kreiznoz mod-se met an tennourion sabarkane ne raent ket foultr, ur gwir plijadur eo, evit tud zo, tenniñ war ar re all... Kaer em boa huchal e oa erru kreiznoz, ne glevent ket !

Eurusamant, div vignonnez a oa e tall din er c’hanape, doc’h en em guzhat ivez met speredekoc’h evidin, ar maouezed : lakaet o doa tamm ha tamm razh ar boullou paper a gostez, kuzhet edan ar c’hanape, ha, benn ar fin, ne oa ket mui boullou paper ebet da denniñ. Setu maouezed fin, me lâr deoc’h.

Echu ar brezel-se hag erru ar peoc’h just un tammig goude kreiznoz, nag ur chans...

Blead mat d’an holl !

Christian Le Meut

 An istor-se oa bet embannet dija e miz Geñver 2006.

Commentaires

Bloavezh mat ha trugarez evit an hini tremenet.

Écrit par : Ingivaldur | 07/01/2007

Les commentaires sont fermés.