Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

27/08/2005

Paour kaezh Lun ar Pentekost...*

Ar gouarnamant a zo e klask lakaat an dud da labourat e pad un deiz dilabour evit, sanset, “sikouriñ” ar re gozh... Ha Lun ar Pentekost vo ar paour kaezh deiz-se ! Ha me, me lavar deoc’h, me zo a-du get ar gouarnamant. Re a deizioù dilabour zo ha ne dalvent ket mui netra evit an tud. Piv a ouia ar pezh a dalv, hiriv an deiz, ar Pentekost ? Hag an “Assomption”, ar 15 a viz Eost ? Ankoueit eo bet an dra-se, ivez, met an deiz dilabour eo, memestra !
Hag an “Ascension” ? Petra eo ? An deiz kentan m’ema bet an den war lein an Everest, pe war al loar ? Ankoueit eo ivez ister an deizh dilabour se... A-du on, an deizioù dilabour se ne dalvont mui netra...

An Aet el Kebir, dilabour ?
Met, d’am sonj, mat vehe lakaat deizhioù dilabour all. Chanchet en deus an amzer : dispartiet eo bet an Iliz katolik doc’h ar Stad. Ouzhpenn-e, milionoù a dud e France a zo hep relijion, pe musulmaned. Ur bern dud ag Afrika zo marv evit ar Frans e pad ar daoù vrezel bed : lakomp un deiz dilabour evit ar re-se, an Aet el Kebir, da skouer; hag an deiz dilabour all evit ar re yudev... un doare vehe da lâvar d’ar re-se, Mulsulmaned, Yudevion ha c'hoazh, int ul lodenn ag ar bobl e respetiñ o relijionoù.


Hag an 21 a Viz Gwenholon ?
Ha perak nompass sevel iez deizioù dilabour all ? An 21 a viz Gwenholon zo an “deiz etrebroadel evit ar peoc’h” hervez an ONU. Get piv vez lidet an deiz se ? Mat vehe nompass labourat an deiz-se evit lakaat an tud da sonjal, da brederian war ar peoc’h; peoc’h er ger, er bed, en darempredoù etre an dud... Ha penaos gwellaad an traoù ?
Hag un deiz dilabour evit pep rannvro ?... Lakoomp, e Breizh, un deiz dilabour evit lidañ ganedigezh Anna Breizh, ar 25 a Viz Genver. Pal an deiz se vehe deskiñ istor Breizh, ar pezh ne vez ket graet er skol... Ar 25 a Viz Genver zo dija un deiz dilabour er Stadoù Unanet, pas a gaos d’Anna Breizh, met a gaos da vMartin Luther King, ganet an deizh-se. Moian vehe neuze, an deiz dilabour se, sevel traoù ivez a enep ar “racisme” hag evit gwirioù mad den...


Marteze ne vo ket posupl lakaat an deizhoù se ouzhpenn : pall ar gouarnament zo lakaat an dud da labourat muioc’h. Met perak labourat muioc’h, pa z’eus kement se a dud dilabour ? Gwelloc’h vehe, d’am sonj, lodenniñ al labour e-lec’h forsiñ an dud a laboura dija da labourat muioc’h.

Christian Le Meut

* Skrivet e 2003

Les commentaires sont fermés.