Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

22/08/2005

Istorioù pesked

E Bro Danemark oa bet barnet rener ur mirdi hag un arzour a gaos d’un diskouezadeg savet e 2000. D’ar c'houlz se, kinniget oa bet d’ar publik oberennoù arz modern savet get arzourion bev. Marco Evaristi, arzour a Vro Danemark genidig ag Italia, en doa savet un oberenn un tammig souezhus. Lakaet en doa dour ha pesked ruz bev e barzh dek “mixeur” ha d’ar publik, d’an dud, da harpeiñ war ar bouton evit “dibab etre ar vuhez hag ar marv”. El reson, un den en deus harpet war ar bouton ha daou besk ruz a oa bet troet e soubenn !
Spontet oa bet tud zo, hag ivez ur gevredigezh a ra war dro al loened. Ar bolis en doa goulennet get rener ar mirdi divranchiñ ar “mixourien” met eñ ne oa ket a du a gaos d’ar “frankiz an arzourion”... Gwir n’eus un arzour d’ober traoù sort se evit “lakaat an dud da sonjal a a ziout ar pezh zo mat pe fall” emezan (barzh Courrier international). Mechal ma n’eus ket un dra bennak breiñ en Danemark ?
Un amend a oa bet roet dezhan get ar bolis, ha barnet oa bet get an arzour met n’ouian ket mard int bet kondanet.
An dra all a ziout ar pesked : hervez Nature, ur gazetenn a Vro Saoz, bihannoc’h bihan a besked bras zo er mor a gaos d’ar biggi meur a ya da besketañ hag a dap re a besked; met ivez a gaos d’ar mor deuet da vout re lous ha saotret. Chom a rahe 10 % a pesked bras e kenver ar pezh oa 50 vloazh zo ! Petra gober ? Tapout bihannoc’h a besk ? Ur sonj vat met n’eo ket sur e vo graet.
N’eo ket aes buhez ar pesked, nag er mor, na war an douar, me lâr deoc’h.

Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.