13/06/2005
Bewet Bro Maroko !
Doereieù berr ag ar bed a beizh : kounnaret bras eo ur vaouez e bro Belgia. Roet e bet dezhi get Belgacom (ar stal a zo evel Frans Telekom aman), un niverenn pellgomz nevez... Ha neuze ? An niverenn-se oa hani kozh Marc Dutroux, an torfetour bras toulbac’het evit bout pallforset, jahinet ha lazhet getan div verc’h yaouank ha div vaouez... Bewet Belgacom !
E Lodz, ur ger bras e Bro Pologn, daouzek zen a zo bet gloazet an deiz gentan ar soldoù, e miz Genver 2004 ! Ur stal bras anvet Media Mark oa bet digoret da nozh ha 3.000 den oa aet dirazan evit bout ar re gentan... Bec’h zo bet, taolioù dorn, ostizion a zo kouezhet hag ostizion all da gerzhet warne ! Benn ar fin, 150 poliser ‘zo deuet evit lakaat er maez razh an oztision ! Bewet ar soldoù !
Bewet ivez, met da vat ar wezh man, da Bro Maroko e lec’h ma zo bet savet lezennoù nevez evit ar maouezed. Razh ar gannadoù o deus votet lezennoù nevez evit lâvared eman bep familh renet get daou zen : ar gwaz hag ar wreg. Ne vo ket mui posupl evit ur gwaz kaout meur a vaouez. Ne c’hello ket mui ar wazed skarzhiñ o maouezed o unan, ret e vo dezhe goulenn an dra-se get ur barnour... Gwelloc’h gwellan : droad o deus breman ar merc’hed da c’houlenn get ur barner d’en em zisparti ag o gwazed. Bevet Bro Maroko !
Ne larin ket an dra-se da Bro India : du-hont, 20 % ag ar poblans n’o deus ket dour prop da evañ, ha 80% n’o deus ket tredan er ger, hervez ar gazetenn Le Monde.
Ha bewet Breizh, d’ho sonj ? N’eo ket sur evit tud zo... Bec’h zo bet e pad gouelioù ar filmoù etrebroadel e Douarnenez, an hanv 2003 (Ar men n°137, p.58). Kinniget e vez er festival-se filmoù savet get tud a vroioù pe sevenedarioù er bed a-bezh hep stad anezhe, evel ar Gurded, ar Vretoned, ha c’hoazh. Met tud ‘zo, zo bet kounnaret e klewet tud all komz brezhoneg e-pad arvestoù ha tabutoù. Ur wezh, un ugentad a zen a zo aet kuit ag ur sall evit en em sevel a enep ar re e oa e komz brezhoneg ! Troet oa e galleg, ar pezh lâret e brezhoneg, evel rezon, met ne verne ket evit ar vanifestourioñ. Ne faote ket dezhe klevout ur ger brezhoneg daoust ma oa ar re-se deuet e Breizh, ha da welled filmoù war pobloù hag sevenadurioù hep stadoù : a dreuz tout !
Ha bewet Breizh memestra !
Christian Le Meut
Les commentaires sont fermés.