Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

10/06/2005

Bec'h en tailhoù !

Bet on bet en Oriant d’an Ti an Tailhou evit kompreiñ penaos gober get ma diskleriadur peogwir e vanke din titouroù. Er staj kentan (res an douar), ur plac’h ‘deus goulennet genin emen e oan e chom. “Ba Hen Bont”, m’eus respontet, hag hi de lavar din da grapiñ betek an trede staj. Du hont, un den all ‘neus roet din un tiked evit gortoz : un tiked gwenn ha glas. Skrivet oa warnan ar sign dollar, ha daou sifr : 303, hag, un tammeg uhelloc’h, 49.
Petra a dalv ar sign dollar ? M’eus ket komprenet... Hiriv an deiz e vez paeet tout an traou get an euro, hor monneiz, netra da welled get an dollar ha n’omp ket bet aloubet c’hoazh get arme an Estadoù unanet !... Met ne vern ket : aet on da c’hortoz dirak ar burev 303, evel ma oa bet skrivet war ma zamm tiket... E ma sav e oan, ne oa ket trawalc’h a gadoerioù, nag evidon, nag evit ar re gozh oa ar o sav ivez. War a seblant, an aotroù ministr ar Budget n’en deus ket argant awalc’h evit prenañ kadoerioù...
Met dor ar burev 303 a chom serret. E pad an amzer-se, ar-dro dek munutenn, tud all zo aet e barzh burevioù all, ha mont kuit. Iskiz oa. Goude un nebeut amzer, m’eus klewet ur plac’h a labour er stal, ur plac’h an tailhoù neuze, e galviñ tud get niverenn 302 daoust ma oa ar plac’h se e barzh ar burev 304 ! Euréka : an niverennoù war an tikedoù ne glote ket get niverenoù ar burevioù ! Eureka ! Perak gober traou simpl pa e vez posupl ober traou kompliket ! Hag ar re all da gompreiñ ivez ! Ha setu an tud o fiñv e barzh an trepas evit kavet o burevioù mat. Bec’h, stlabez, bordel kwa, hag tud e klemm, me lavar deoc’h.
Un niverenn all oa war ma ziked : 49. Hennezh oa ma niverenn e barzh ar “file d’attente”... Ya, met ne servij ket da netra ivez peogwir den ebet a ouia ket emen emañ e “file d’attente” mad ! Goude un ugent munutenn bennak m’eus komprenet emen emañ “ma” burev din-me, ha m’eus kavet ur plac’h, koant hag amiabl, evit displeg ar pezh a vanke din... Setu. N’eus ket pell zo m’eus klevet lâret e oa ar gouarnamant e klask aeziñ an traoù graet get ar melestradurezh broadel : labour zo !

Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.