05/06/2005
Big brother internet
Internet zo ur benveg efedus evit klask traoù a bep sort, war an istor, an ekonomiezh, ar skiantoù, ha c’hoazh. Kavet e vez traoù a bep sort evit netra, pe dost. Ur sort “encyclopédie” etrebroadel eo, evit ar re a ouia labourat getan. Met, ma z’eus tu da glask traoù war temoù à bep sort, moian zo ivez gober enklaskoù war hoc’h amezegien, hoc’h ennebourion pe ho mignogned, dre internet ! Aes bras eo : n’eus ket nemet da vont war ur “moteur de recherche” evel an hini anvet “Google” ha klask war un anv . Ha kaset vo deoc’h ur rol get razh ar pajennoù e lec’h a zo merchet an anv peus skrivet.
Mard ho peus ur mignon anvet : “Marcel Le Bras”, ur rol get ar pajennoù e lec’h m’emañ merchet ur “Marcel Le Bras” bennak a vo roet deoc’h. Ha c’hwi a c’hello mont da welled ar pezh zo war ar pajennoù-se. Kavet vo ganeoc’h, marteze, doerieù nevez war ho mignon Marsel Le Bras pe war tud all anvet “Marsel Le Bras ivez”... Hag, a wezhoù traoù souezhus e vez kavet...
Ur paotr yaouank ag ar Stadoù Unanet, en deus lakaet e anv war internet, ha petra en deus kavet ? Tud oa war e lerc’h, e klask anezhan rak e vamm he doa eñ dapet, skrapet, 14 vloazh araok ! Dispartiet oa tud ar paotr yaouank, met eñ oa bet roet d’an tad get ar justis, evit chom getan er C’Hanada. Ne oa ket a-du tamm ebet ar vamm ha skrapet he doa he mab evit mont da chom geti er stadoù Unanet, evit nompass bout tapet ha toull bac’het. Met, goude bout lennet an dra-se war internet get ar paotr yaouank, toull bac’het eo bet e vamm. “Big brother is watching you”...
Christian Le Meut
22:25 Publié dans Buhez pemdeziek/Vie quotidienne, Gwirioù mab den/droits de l'être humain, Web | Lien permanent | Commentaires (0)
Les commentaires sont fermés.