03/06/2005
Ag en Irak betek Moskoù...
E Bro Irak, da vare Saddam Hussein, e veze roet 200 dollard d’an dud a roe anv bihan “Saddam” d’o bugale... Echu eo breman, toull bac’het eo bet an diktateur kri se, ha milliadoù ag Iraked a faota dezhe chanch o anvioù. 300 anezhe zo aet dirak ar melestradurezh evit gwellout penaos gober. Ha lakaat “Georges” e lec’h “Saddam”, ne vehe ket fall ?
Bro Finland zo ur baradoz, me lavar deoc’h. Du hont e vez kastiet an dud hervez ar pezh e vez gounizhet gante. Da lâret eo un den pinvidik a baeo muioc’h evit un den paour. A gaos d’an dra-se Jussi Salonoja, ur Finlandad pinvidik bras, en deus paiet 170.000 euros evit bout tapet get ar bolis, e kreisker Helsinki. Jussi a yae re vuan get e gar : e lerc’h mont da 40 km/e, tapet oa bet da 80 km/e ! Div vec’h muioc’h ! Tapet en deus ar paotr, neuze, un del uheloch’ ag ur million lur. Marteze vo graet, get an argant se, traoù evit lakaat an otoioù da vont goustadikoc’h e kreisker Helsinki !
N’eo ket aes, bout pinvidik e Finland ! Ar pezh n’eo ket gwir e Bro C’hall e lec’h an taoseù hag an tailhoù a ya war vihanat evit ar re binvidik met pas evit ar re baour, hervez ar gazetenn Libération. Evit ar re baour ne baeont ket tailhoù , netra chanchet, paieañ a reont an taoseù, evel an TVA, ha ne ya ket war vihanat anezhi...
Er gazetenn le Monde m’eus kavet ur pennad skrid souezhus awalc’h a ziout priz ar c’hartennoù post dibaot, n’eus ket kalz anezhe. Ur gartenn post tennet 100 vloazh zo e bro Savoa, get un diskontour war ur c’har tennet get daou gi, a zo bet gwerzhet 5.200 euro ! Hervez ar gazetenn, ar diskontour a zo war ar gartenn oa an den paour hag a werzhe e unan penn ar c’hartennoù post-se. Diskontour oa da vat, met klaskour bara ivez. Marv eo abaoe pell, met spontet vehe anezhañ dirak priz e gartennoù post hiriv an deiz !
Chans zo get marmoused Moskou !
Chans o deus marmouzed zoo Moskou : roet vo dezhe postoù skinvell, evit sellet doc’h abadennoù. met ne vo ket roet dezhe da sellet doc’h Sterenn Akademiezh, pe ar Maillon Faible, daousto ma ez eus marmouzed a c’hellehe kemer pezh en abadennoù sort se... Ha, piv a ouar, mont a ray ar maout gete ! Nann, n’eo ket abdennoù sot evel-se a vo bet kinniget d’ar marmoused... met abadennoù a ziar-benn buhez ar marmoused gouez. Hervez an den a zo e penn ar zoo, an abadennoù-se a gaso ar marmouzed toull bac’het da sonjal, da brederian, e lec’h lakaat o bizioù en o frioù (pe e lec’hioù all) hag e lec’h mageiñ sonjoù du... N’eo ket aes, d’am sonj, bout marmous e Moskoù. Toull bac’het oc’h dija, yenn eo an amzer hag, ouzhpenn, emañ ret deoc’h sellet doc’h ar skinwell ! Ha petra vo komprenet get ar marmoused toull bac’het ? Tapet vo gete, marteze, goust ar frankiz ?
Christian Le Meut
Commentaires
Une traduction en français me semblerait utile.....
en effet plus le breton sera traduit sur Internet
plus il aura des chances de se diffuser dans le monde entier.
Écrit par : pierre | 23/08/2005
Pierre : cet article a été traduit en français sous le titre
"de l'Irak à Moscou en passant par Helsinki". Sauf exceptions (que je signale), les articles sont bilingues, breton-français.
Kenavo
Christian
Écrit par : Christian | 24/08/2005
Les commentaires sont fermés.