Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

12/04/2005

An evned n’int ket ken sot anezhe

Skiantourioñ ha klaskourioñ zo, a lâr n’int ket an evned, ar pousined, ken sot evel ma vez kredet ganeomp. E galleg komzet 'vez ag ur “cervelle d’oiseau”, un “empenn evn” evit an den a zo penn-skanv un tammig, pe sod da vat... Un “drôle d’oiseau” 'vez lâret evit an den a ra traoù a-dreuz...

An evned, ar pousined e vez gwellet evel loened bihan, skanv ha simpl. Met 8.000 sort evned, pousined, zo er bed a-bezh ha n’int ket tout heñvel anezhe... E Kaledonia nevez ur vran a c’hell sevel e unan e benvigi evit tapout e boued... Er Japon, ur c’havan a lak kraon war an hent, pa 'vez ru ar gouleier hent, evit bout flastret ar c’hraon get an otoioù... Fin eo. Un evn all, en Amerika, a c’hell kuzhat kraon en ur bochad lec’hioù, kantadoù ha kantadoù, hag o c’havout en dro ar lerc’h. Ur gwir urzhiater eo, an evn-se !

Lennet m’eus traoù all a-ziar benn un evn, ur wignelenn, a zo bras e spered. Ur wignelenn bihan-se oa kouezhet doc’h he neizh e miz Gouere (Gourignan) 2003 hag ema bet kavet get ur familh a zo e chom e-tal ar Blanhoeh. Goann oa ar pousin bihan-se... Ha penaos reiñ boued ha dour d’ul labous ken bihan ? Ha peseurt boued ouzhpenn ? E-kerzh ur mizh ema bet maget ar wignelenn-se get an tiad. Hag al labous, an evn, zo daet da vout krenv awalc’h evit mont kuit hag en em vagiñ he unan... Ar pezh n’eo ket aes : nebeutoc’h nebeut a amprevaned zo hiriv an deiz a gaos d’al louzoù fall lakaet ar ar pradoù; a gaos ivez d’ar saotradur dre vras. Amprevaned e vez debret get ar gwennili ha nebeutoc’h nebeut a gwennili e weller en oabl...

Istor al lapous bihan-se zo bet kontet e galleg get François Marsaudon barzh niverenn 57 An Dasson*, ha lakaat eo brezhoneg get Régine Hado ha Daniel Carré. Ar gelaouenn trimiziek-se a vez embannet get Kerlenn Sten kidna An Alre. Chaval, un tresour brudet gwezhall e Bro C’hall en doa lâret : “Les oiseaux sont des cons”... Ar pezh n’eo ket sur tamm ebed.

Christian Le Meut

* An Dasson, 14 rue du colonel Manceau, 56400 An Alre.

Les commentaires sont fermés.