07/06/2005
Nann d’ar c’hoarioù olimpik e Paris !
Paris zo war ar rank evit degemer ar c'hoarioù olimpik, ha dibabet vo, marteze, hervez an doereieù m'eus lennet : siwazh !
Setu ar pezh m'boa skrivet daou vizh zo dija a-enep ar raktress-se. D'am sonj, ne vin ket selaouet, ur wezh all !
"Trouzioù spontus zo bet graet e penn-kentan miz Meurzh 2005 a ziar-benn ar c’hoarioù olimpik a vo er bloaz 2012. Paris zo war ar rank evit kempeiñ ha degemer ar c’hoarioù-se, get Madrid, Londres, New-York ha Moskoù... Pewarzek den ag ar “CIO, “Bodadeg etrebroadel olimpik” zo deuet da wellet Paris, he stadoù, ha c’hoazh. Ha setu, razh an dud e klask goueit o sonjoù, mard o deus kavet bourrapl an amzer e Bro C’hall, mard o deus debret mat, ha patati ha patata... Hag ar prezidant Chirak e-unan d’en em stouien dirak tud ar CIO...
Ha setu ! Manifestadegoù zo bet savet get ar sindikadoù evit goulenn goproù brasoc’h... Met kollet o spered gete ? Dre o faot vo, mar ne d’int ket ar c’hoarioù olimpik e Frans. An dreitourion brein... N’o deus ket komprenet e vo echu an dilabour e Frans a drugarez d’ar JO ? Hervez ar pezh m’eus lennet barzh ur gazetenn, daou ugent mill gobr vehe savet a drugarez d’ar JO e Paris... Bon, daou ugent mill gobr e-kenver daou villion pemp kant mill a-dud dilabour, n’eo ket kalz a-dra benn ar fin... Ya, met kaeroc’h vo : pemp milliard a tregont ag euroioù vehe kaset e Bro Frans a-drugarez d’ar JO ! 35 milliard euro memestra... Ur sapre sammad ! Ar baradoz war an douar vo Bro Frans, me lâr deoc’h, goude bout deuet ar JO aman... Ha sonjit ivez en ar medallenoù aour a vo tapet get hor sportourion... Bon, n’eo ket ken sur e vo tapet ur bochad, gwir eo......
Piv n’eus kollet e spered, a-benn ar fin ? Ar sindikadoù ? Pe, kentoc’h, kazetennerion zo ha politikourion-zo ivez, deuet da vout foll ha bammet dirak ar “JO” sakred...
Sellomp doc’h ar c’hoarioù olimpik 2004, bet degemeret en Athenes warlene... Tremenet mat du-hont ? Ya, sanset.... Met ne oa ket kement-se a dud daet da wellet ar JO en Athene, hervez ur gazetenn a Gresia troet barzh Courrier international (10/03/2005). Goulennet oa bet get ar gouarnamant d’an Atheniz, monet kuit evit leskel al lec’h d’an douristed. Hag an Atheniz da sellet ar JO doc’h an tele ! Met ne oa ket daet kalz touristed. Rak kazetennoù ag ar bed a-bezh a lâre, ur miz araok, ur bern traoù ne oant ket prest c’hoazh ! Hag ur bern tud zo aet d’ur vro all... Ha tud all doa tapet aon rak ar gwall daolioù. Ur bochad argant a zo bet fondet evit ar surentez... Met ivez evit sevel stadoù nevez ne servijont ket mui breman. Ha mod-se, nav milliard euro zo bet dispignet get Bro-Gres e-lerc’h pewar milliard euro sonjet araok.
Ouzpenn-se ar Gresianed n’int ket bet kountant bras. Daou sportour ag ar vro, brudet bras, zo bet tapet a gaos m’o doa kemeret drammoù ! Just e komansamant ar JO... Medalenn aour ebet evite, nemet medalenn ar vezh !
N’eo ket sur, benn ar fin, e vo gounizet argant a drugarez d’ar C’hoarioù olympik e Paris. Fondet vo kentoc’h, d’am sonj... Trouz bras zo bet graet dija ha trouz brasoc’h vo e miz gouere, pa vo lâret o choaz get tud ar CIO ! Me, ne votan ket evit Paris, kentoc’h evit Madrid, pe Moskoù, pe New York, pe Londres... Pe Athenes, evit an dro all ! E pep lec’h, met pas Paris. Aotroù Chirac, aotroù Delanoë, ma z’eus argant da zispign, savomp skolioù geti, pe levraouegoù, pe teatroù e-lec’h stadioù re-vras. Savomp lec’hioù da lenn ha da gomz... Filosofomp evel ar Gresianed kozh. Estroc’h evit ar c’hoarioù olimpik a zo bet savet gete : an demokratelezh hag ar filosofi ivez. Daou dra talvoudusoc’h, ha pouezusoc’h, evit ar c’hoarioù olimpik, d’am sonj."
Christian Le Meut
20:00 Publié dans Buhez pemdeziek/Vie quotidienne, Etrebroadel/International, Politikerezh/Politique | Lien permanent | Commentaires (0)
Les commentaires sont fermés.