Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

14/07/2006

Aon faktor !

Skignet vo en dro e pad an hañv testennoù zo bet skignet dija, evel ar "redif" war ar skinwell.

"Pell zo m’boa sellet doc’h ar skinwell... War dro deg an hanter da nozh oa ha m’boa gwellet an dra iskis ha spontus. Pevar den, daou baotr ha div verc’h a azezet tro dro d'an daol. Un den all, an animatour, oa e tisplegiñ dezhe petra oa ret ober... Pal an abadenn oa dibab an hini kalonekan barzh ar strollad. Ha penaos gouiet an dra se : e tebriñ ul lagad struskanval, ul lagad otruche ! Ya ! Pas un vi, nann, ul lagad !

Petra da welled get ar galon ? N’ouion ket, met setu ase ar pezh a oa goulennet. Hag, goude ur bajenn bruderezh, evel rezon, gwellet m’boa ar pevar den-se debriñ, get runkun ha donjer, get ur bern a grinsoù, pep hini e lagad. Ur sort dour a oa e barzh pep lagad. Strimpet en deus war an dud p’o deus kroget da zebriñ... Beurk ! Ur spont, me lavar deoc’h...

Sot pitilh oa an traou ha mantret oan e wellet konerioù evel se. Hag ar skipailh-se oa aet d’ur vro pell evit debriñ al lagadoù : da Afrika kreiztez ! Bez eus un dachenn e lec’h ma vez desavet otruched, strsuskanvaled, e Gwidel, er Morbihan. N’eus ket afer monet da Afrika evit kavout ar boued se ! Met, marteze, emañ danjerusoc’h debriñ lagadoù otruched e Afrika kreizteiz evit e Frans !

N’int ket brudet ar struskanvaled evit bout speredek bras. Met piv eo an hini sotan ? An otruched, pe ar re a zebr lagadoù otruched ? N’int ket brudet ivez an otruched evit bout kalonek bras. Lakaet e vez gete o fenn edan an douar pa z 'eus an dra danjerus... Met, hervez ar pezh m’eus lennet, n’eo ket gwir an istor se : lakaet e vez o fenn barzh an douar gete pa ‘vez re domm an heol, da gavout freskted. D’am sonj-me gwelloc’h vehe deomp lakaat ivez hor fenn barzh an douar e lec’h sellet doc’h ar skinwell, pegen glac’harus eo abadennou zo. Anvet eo an abadenn se, e galleg flour, “Fear factor” : da lâret eo “Aon faktour” . Ar pezh zo gwir, aon m’eus tapet e sellet doc'h un abadenn ken sot.

Christian Le Meut