27/09/2011
Frañs 3 : muioc'h a vrezhoneg ar bloaz mañ, gwir eo?
Pep bloaz e vez lennet ar memes traoù barzh ar c'hazetennoù : "Muioc'h mui a vrezhoneg a vo war Frans 3 Breizh ar bloaz mañ", "Davantage de breton sur France 3 Bretagne", ha me oar me. Berped ar memes "regemezenn" (evel ma vez distaget koste Krac'h, e-tal An Alré, evit lâr "rengaine" ). Klevet e vez an dra-se pep bloaz, randonnus eo ur sort. Ha gwir eo ? Ma z'eus muioc'h mui a vrezhoneg pep bloaz war Frañs 3 Breizh, abaoe an amzer, mechal perak n'eo ket ar chadenn-se e brezhoneg penn da benn...
Ha ma vehe ar c'hontrel ? Rak, e gwirionez, nebeutoc'h a abadennoù e brezhoneg a vez ar bloaz mañ. Echu get an div abadenn d'ar sadorn vintin ("Te ha me" ha "Son da zont"). Tolpet razh d'ar sul barzh "Bali Breizh", un abadenn a bad war dro 55 mn. Mouchig dall a chom d'ar merc'her, evit ar vugale... Hag An taol lagad, ar "c'heleier" pemdeziek e brezhoneg (istitlet e galleg adalek ar miz-mañ) a vo skignet e "Breizh a bezh" (pevar pe pemp departamant ?).
Div euriad, ha c'hoazh...
N'eus ket muioc'h a vrezhoneg ar bloaz mañ war Frans 3 Breizh evit ar bloaz paseet : heñvel eo kazimant. Div euriad d'ar muian, ha c'hoazh, nebeutoc'h e-pad ar vakansoù, ha ma z'eus ur c'hampionnad bennak er bed, rugbi pe mell droad, pe ur redadeg ski, marc'h houarn hag all, netra d'ar sul ! Mod-se emañ an traoù evit ar paour kaezh brezhonegerion. Eurus awalc'h, estroc'h evit Frañs 3 Breizh a vez, hag abadennoù a vez skignet war internet bremañ (Brezhoweb, Gwagenn TV...).
an abadenn nevez Bali Breizh a zo plijus da welet met, An Taol lagad ha Mouchig dall a zo abadennoù a feson, ne lâran ket met, get div euriad e brezhoneg pep sizhun war Frañs 3 Breizh, ar soubenn a chom truek memestra...
Christian Le Meut
http://www.letelegramme.com/ig/generales/regions/cotesarm...
http://bretagne.france3.fr/info/bali-breizh-70496410.html...
23:50 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Mediaioù/média/skinwel/Télévision | Lien permanent | Commentaires (0)