Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

27/06/2011

Breizh : gwarizi e keñver Bro Gembre ?

"Pour 25 % des jeunes gallois, la langue régionale est la langue principale de leurs études. Et jusqu'à 16 ans, son apprentissage est obligatoire" : eme Ouest-France. Pell emaomp ag an disoc'hoù-se e Breizh... On est loin de ces résultats en Bretagne :

http://www.ouest-france.fr/region/bretagne_detail_-Le-Pay...

22/06/2011

Potomitan : evit brudiñ ar c'hreoleg

Potomitan : ul lec'hienn internet leun a draoù a ziar ar c'hreoleg (yezh ha sevenadur).
Un site internet plein d'info sur le créole, langue et culture : Potomitan.

http://www.potomitan.info/

04/06/2011

Rezore e kreoleg ?

Salud d'an holl : ne vo ket kalz a draoù da lenn war Rezore ar miz-mañ. Ar paotr a zo aet kuit da zeskiñ kreoleg er Gwadeloupe. Betek ar wezh all neuze !
Pas beaucoup de nouveautés ces temps-ci sur Rezore, pour cause de cours intensifs de créole en Guadeloupe!

A ondot soley ! Betek an distro ! A la prochaine !

01/06/2011

Nouveau recteur d'académie : "J'estime que le breton doit se développer"

Ur rektour nevez a zo bet anvet e penn Akademiezh Breizh, komzoù brav getan a zivout ar brezhoneg... Mat, hag ar lerc'h, petra 'vo graet getan ?
Un nouveau recteur d'académie vient d'être nommé en Bretagne et il a fait de belles délcarations à propos du breton... Très bien, mais ensuite, quels actes ?

http://breizh.blogs.ouest-france.fr/archive/2011/06/01/le...

Lesneven : galv skol Diwan/L'appel de l'école Diwan

Kemenadenn a-berzh skol Diwan Lesneven/Communiqué de l'école Diwan de Lesneven :
"Ha skarzhet vo skol Diwan er maez eus Lesneven gant an Ti-Ker :  ho skoazell hon eus ezhomm !
Daoust m'eo skol Diwan Lesneven e-touez brasañ skolioù divyezhek dre soubidigezh e Breizh gant ouzhpenn 100 bugel degemeret, daoust ma vo lidet ganeomp 30 vloaz ar skol d'an 11 a viz Even, e c'houlenn groñs an Ti-Ker diganeomp da asantiñ paeañ ur feurm a 25 000 euro, da lâret eo ouzhpenn teir gwech ar pezh e paeomp hiziv an deiz, pe da guitaat an ti-skol e-lec'h m'emaomp bremañ.
Anat deoc'h ne fell ket deomp na ne c'hellomp ket kennebeut mont a-du gant ar c'hinnig-mañ.
Evit hor bugale, evit hor sevenadur, hor yezh kement hag evit doujañ ouzh ul lañs sitoaian evit al liested, hon eus ezhomm eus ho souten. Adalek bremañ c'hoazh, e c'helloc'h kas ul lizher da Di-Ker Lesneven en ur ober gant al lizher stur savet ganeomp, o c'houzout e vo muioc'h a bouez gant ul lizher a vo lakaet diouzh ho imor, panevefe ken nemet kemmet un tamm anezhi. 27 a viz mae 2011 / Diwan Lesneven"

http://ecoledemolie.over-blog.com/

"Diwan bientôt expulsé par la Mairie de Lesneven. Nous avons besoin de votre soutien !
Alors qu'avec plus de 100 enfants accueillis, l'école de Diwan de Lesneven fait partie des plus grandes écoles bilingues par immersion de Bretagne, alors que nous allons fêter les 30 ans de l'école le 11 Juin 2011, la Mairie nous enjoint d'accepter un loyer de 25 000 € qui équivaut à presque 4 fois le prix de notre loyer actuel, sans quoi nous devrons évacuer les bâtiments que nous occupons aujourd'hui.
Il est évident que nous ne voulons et ne pouvons accepter cela.
Pour nos enfants, pour notre culture, notre langue, pour le respect d'une initiative citoyenne pour la diversité, nous avons besoin de votre soutien. Vous pouvez d'ores et déjà envoyer un courrier à la Mairie de Lesneven en utilisant le courrier type que nous avons réalisé, en sachant qu'un courrier personnalisé, ne serait-ce que légèrement modifié, aura plus d'impact. 27 mai 2011 / Diwan Lesneven."