24/02/2008
Sonerezh : ur bladenn a blij din
Setu aman ur CD a selaouan hiriv an deiz hag a gavan bourrapl bras, dreist holl an International (an Etrebroadel), kanet "a capella" get Marthe Vassallo. Ar pozioù e brezhoneg a zo bet skrivet get Charles Rolland (1862-1940).
"An emgav diwezhan 'zo
holl war sav hag arc'hoazh
na vo er bed met ur vro
da vihan ha da vras"
Triwec'h sonenn a zo bet dibabet, kozh hag a-vremañ, e brezhoneg hag e galleg, war tem an dispac'h, an emgann, ar resistans, war an tachennoù sokial ha politikel. Estroc'h evit M. Vassalo, ur bochad tud a gan an emgann war ar bladenn-se, evel Ifig Troadec, Erik Marchand, Sofi Le Hunsec, Thierry Robin, Tri Yann, Storlok (Keleier Plogo)... Ul levrig a zo (92 pajenn) get ar pozioù ha get displegadurioù (e galleg hepken) a ziar benn pep sonenn.Embannet get Coop Breizh e 2007.
Cet album regroupe des chants de "Révoltes, résistances et révolution en Bretagne", depuis le Moyen-äge jusqu'à aujoud'hui (notamment une superbe "Internationale" interprétée par Marthe Vassalo; 18 morceaux en breton et en français édités chez Coop Breizh en 2007.
00:15 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Istor/Histoire | Lien permanent | Commentaires (1) | Tags : Sonerezh, musique