Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

02/03/2007

Deskadurezh : notiñ ar vugale er gantinenn ?

N’eus ket pell zo, Charlotte zo daet en dro d’ar ger get un dra nevez : karnet hent ar restaorant skol, da lâret eo e galleg, le “carnet de route du restaurant scolaire”... Charlotte, eizh vloaz,  a zo e chom e Bro An Oriant.

An dud a laboura barzh kantinenn skol Charlotte o deus lakaet en o fenn sevel ur c’harnet evit ar vugale a chom da zebriñ...
Barzh ur bajenn a zo bet skrivet reolennoù da respetiñ barzh ar gantinenn, digarezit, barzh ar “restaurant scolaire” evel ma vez laret bremañ, mar plij ganeoc’h. Mechal mard eo gwelloc’h ar boued get an anv-se, “restaurant scolaire”, met n’eo ket sur. Reolennoù a vez ret evit beviñ holl asambles, sur awlac'h. Met un nebeut a zo souezhus barzh al listenn bet roet da Charlotte; da skouer : “Tañva a rin razh ar pezh a vo kinniget din, ul loaiad da nebeutañ, evit anavezout  boued nevez ha bout yalc’h e-pad an devezh war lerc’h”. Tañva n’eo dalv ket kavout mat na vout yalc’h... Ha petra vez graet get ar vugale ha ne faota ket dezhe debriñ, pe d’ar re a gav donjerus boued man boued : forset vezont da zebriñ memestra hervez ar pezh deus lâret Charlotte...

Notet noz ha deiz ? 
Met estroc’h evit reolennoù a zo barzh “karnet hent ar preti skol”. Notennoù zo ivez. Div bajenn evit notiñ, pep tri miz, emzalc’h ar vugale er gantinenn. Ar c’hrouadur a vo notet hervez e emzalc'h er gantinenn, mard eo bet doujus e keñver e gamaraded hag e keñver ar  re vras; mard en deus partajet mat ar boued ha ranket an traoù; mard eo bet prop e tebriñ, ha c’hoazh ha c’hoazh... N’eo ket bet lakaet notennoù get sifroù dre ugent, met dre tresadennoù : ur penn a vousc’hoarzh mard eo bet mat an traoù get ar c’hrouadur, hag ur penn fall mard eo bet fall an traoù...

Barzh ar c’hlas, ar vugale a vez notet dija, ha barnet bemdez; met notet ha barnet dre ar pezh a vez graet gete, dre al labour hag ar strivoù graet gete; mard o deus komprenet pe pas, mard o deus desket traoù pe pas. Ma n’eo ket prop ur c’hrouadur er c’hlas ne vo ket lakaet barz e garnet notennoù  : gwelet vo etre e dud hag e vestr skol... Hag ar vugale a vez notet get ar vistri skol, “kelennerion ar skolioù” a vez graet anezhe bremañ hag ar re-se a zo, sanset, tud a vicher, tud o deus studiet ar bedagogiezh; ar pezh n’eo ket gwir evit ar re a zo e labourat barzh ar c’hantinoù.

Sevel reolennoù get ar vugale 
Stard eo labourat barzh ur gantinenn, surawalc’h. Trouz zo, bugale a huch, reou all ne faota ket debriñ pe a sko war o amezeion, ha me oar me... Afer zo a sevel kantinoù bihan evit nompass lakaat re a vugale asambles, da skouer. Met, d’am sonj, notiñ ar vugale hervez ar pezh a vez graet gete er gantinenn a zo un ide fall.Gwelloc’h vehe tolpin ar vugale, komz gete evit goueit penaos a bas an traoù er gantinenn; sevel reolennoù gete, tamm ha tamm. Mod-se ‘vez desket ivez an demokratelezh : e lakaat ar vugale da sevel lezennoù evit o buhez pemdeziek barzh ar c’hlass, barzh porzh ar skol, barzh ar gantinenn. N’int ket sot, ar vugale : gallout a reont en em sonjal ivez, selaoù ha kompreiñ ar re all... Ha ni, ar re vras, goulennet vez geneomp d’ar vugale bout doujus en hor c’henver met doujet ‘vez ar vugale genomp ?  

E lakaat reolonnoù, lezennoù, notennoù partout, e varniñ ar vugale noz ha deiz; da vintin, da greizteiz ha d’enderv, ne vo ket savet mod-se geneomp-ni tud eurus ha sitoianed prest da gemer pezh barzh buhez ar vro. Met denved, ne laran ket...

Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.