31/01/2006
Armoù : ur c'hoñvers spontus
A vizkoazh m’eus kavet sot profiñ armoù faos d’ar vugale, fuzuilhennoù plastik, da skouer. N’eo ket d’an dud daet, d’ar gerent da lakaat ar vugale da c’hoari brezel. Trawalc’h a vrezel a zo dija er bed a bezh ha ne gomzan ket ag ar brezelioù a zo barzh ar familhoù. Ma faota d’ar vugale c’hoari brezel, ur vazh a zo trawalc’h evit bout ur fuzuilhenn... Me lâr an dra se met tapet oan bet ur wezh memestra. Ma filhor n’doa goulennet genin un c’hoari brezel avnet “Top gun”. Ha setu, profet m’boa dezhan ar c’hoari video se, get mezh warnon un tammig.
Un istoer a galon
E miz Kalañv gouiañv paseet un tad hag ur vamm o doa profet d’o mab ur fuzuilhenn plastik evit e c’houel a bloaz... Ha setu ar paotr, daouzek vloaz anezhan, da vonet er maez get e fuzuilhenn ha da c’hoari brezel get bugale all... Ya, met e Palestine oa... Ha soudarded ag Israel oa tost : tennet o deus war ar paotr, Ahmad, e sonjal oa un “terrorist”, ha lazhet ar paotr ! Met n’eo ket echu an istor. Tud Ahmad doa asantet roet tammoù korf o c’hrouadur da saveteiñ bugale all, Palestinianed pe Isralianed, ne vern...
Ar pezh a zo bet graet. Roet eo bet kalon Ahmad, e avu, e luhennenoù, e skement da vugale klañv ag Israel hag a oa e c’hortoz bout paraet... Ehud Olmert, eil prézidant gouarnamant Israel n’doa pellgomzet da dad ha mamm Ahmad evit o zrugarekaat. Met tad Ahmad, Ismaïl Al Katthib, a c’houlenn get Israel barnin ar re ‘doa lazhet e vab.
Armoù "skañv" met sifroù pounner
War dro 300.000 den a vez lazhet get an armoù bihan, “skanv”, (“armes légères” e vez lâret e galleg), fuzuilhennoù ha pistolennoù er bed a bezh bep bloazh. 300.000 memestra... Ur c’honvers bras eo. Gwerzhet vez armoù er bed a bezh d’an doare ofisiel get broioù el Frans, China, Stadoù Unanet, Bor Saoz, Russia, Alamagn, ha c’hoazh. Armoù all a vez gwerzhet iwez dre guzh get trafikourion a bep sort. Ur film deuet er maez e miz Geñver, “Lord of war”, a ziskouezh penaos e vez gwerzhet armoù er maez ag al lezenn get un trafikour a zeu da vout pitaod bras. Milliardoù ha milliardoù a zollaroù a vez dispignet evit an armoù se get diktatourion ha get stadoù demokratel ivez, en Afrika, Asia, Amerika kreisteiz, ha c’hoazh... Broioù a vez skrapet evel se.
Ul lezenn etrebroadel ?
Goulennet vez, abaoe pell, lezennoù etrebroadel evit kontroliñ ha bihannat ar c’honvers se get gevredigezhioù mab den : nompass gwerzhiñ armoù d’an diktatourion, d’ar vroioù e lec’h ma z’eus brezel, ha c’hoazh. Un emsav habaskel, pasifikel, zo bet savet e fin 2005 get strolladoù ag ar bed a bezh evit goulenn un emglev bras hag etrebroadel nevez : “Armoù : ur c'honvers lazhus” eo titl an emsav se. E Frans, Agir ici zo e penn an traoù get Handicap international, Amnesty international, ar Secours catholique, hag ur bern tud all*.
Seul muioc’h a armoù zo er bed a bezh, seul danjerusoc’h eo ar bed ! El Liban, war-dro ur million a “armoù bihan” a zo evit pewar million a dud... C’hwi hell prenañ ur c’halachnikof evit kant dollar, war dro pemp euro ha pewar ugent ! N’eo ket ker : piv a faota ur c’halachnikov evit Nedeleg ?
*Ma faota deoc’h gouiet muioc’h, kit e darempred get : Agir ici, 104 straed Oberkampf e Paris, 75011 - Pellgomz : 01 56 98 24 40. Lec’hienn internet zo iwez : www.agirici.org
10:13 Publié dans Breizh/Bretagne, Didaerded/Non-violence, Etrebroadel/International, Politikerezh/Politique | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Bretagne forever !
Les commentaires sont fermés.