Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

19/04/2005

An vioù

Ur wezh e oa un tad a oa e klask vioù. Mankout a rae dezhan daou vi evit alejan boued d’e vugale. Eñ oa aet da wellet e amezegez ag a oa, dre chans, ur beisantez. “Faota din emprestiñ dit daou vi”. Ha honnezh da reiñ dezhan daou vi. “Roet vo dit daou vi benn arc’hoazh ganin”, n’eus laret eñ d’ar beisantez. Setu aet kuit an tad er ger da alejan boued.
An deizh ar lec’h, ar gwas ‘doa prenet vioù e ker; ha deuet oa da reiñ en dro daou vi d’e amezegez. Met serret oa an nor... Penaos ober ? Tost tre oa porzh ar yer. Hag ar paotr, farsour un tamm, da lakaat an daou vi e barzh un neizh ! Ha da vont kuit...


Deuet oa ar beisantez un tammig diwezatoc’h da zastum ar vioù. Ha petra ‘deus gwellet ? Bizkoazh kement all ! Daou vi e barzh un neizh get chifroù iskis, souezhus, skrivet warno ! Evel ma vehe bet dovet ar vioù se ‘barzh ur stall bras e lec’h ma vez skrivet sifroù war ar vioù get ur vekanik bennag. Met mekanik ebet ‘barzh ar porzh se ! “A venn e ta ar vioù se ?” en em c’houlenne ar beizantez...

Taolet he doa ur sell davet he yer hag a oa nec’het oa un tammeg... “Ar vestrez a chom un tammeg re bell hiriv”, a sonje anezhe. “Unan e hor mesk a vo bet tapet evit gober boued”...
Met ar beizantez oa e sonjal : “N’eo ket posupl, n’eo ket bet skrivet an traoù se get ar yer o unan... Chanchet eo bet o revreu ? Chanchamantoù genetik ? Pe a gaos d’an tommder, bras ? D’an OGMoù... Met ne zebront ket OGMoù ebet, ma yer... Pe, marteze, deuet eo ur c’hlenved nevez : goude ar saout foll, ar yer foll ged niverennoù skrivet war o vioù ! Ur spont ! Pe ur burzhud ? Ur gwall hunvre... Pe ur goap, a sonje c’hoazh ar beizantez.
Ha, neuze, klewet he deus an den e tonet, e c’hwitellat : “Salut dit Marie-Jeanne, a lâre he amezeg. Serret oa an ti ha, neuze, lakaet m’eus ar vioù e porzh ar yer. O c’havet peus ?”


Nann, ne vez ket skrivet c’hoazh sifroù war an vioù get ar yer en o unan... Met skiantourioñ zo, zo daet a benn da lakaat dentoù d’ar yer dija. Neuze, un deiz, ar yer a c’hello skrivan ha kontan, piv a ouia ?
Christian Le Meut

12/04/2005

Les oiseaux ne sont pas si cons

Des chercheurs et des scientifiques mettent de plus en plus en évidence l’intelligence des oiseaux. Les oiseaux ne seraient pas aussi bête qu’on le croit d’habitude... En français on parle de “tête de piaf”, de “cervelle d’oiseau” ou de “moineau”, voire de “drôle d’oiseau”... Les oiseaux sont vus comme de petits animaux, léger, et simple, voire simplet du point de vue de l’intelligence. Mais il existe 8.000 sortes d’oiseaux, et toutes ne se ressemblent pas.

Au Japon, une espèce de corneilles a repéré comment écraser les noix. Elle les dépose sur la route quand le feu est rouge et revient les chercher une fois écrasées par les voitures... En Nouvelle-Calédonie un corbeaux sait utiliser ses propres outils pour trouver de la nourriture, comme certains singes. En Amérique, un autre oiseau cache ses noix dans des centaines d’endroits différents qu’il sait retrouver par la suite.

Une histoire d’hirondelle est racontée dans le dernier numéro de la revue An Dasson* (n°57), trimestriel édité par l’association Sten Kidna d’Auray. Une famille habitant près du Blavet a recueilli, en juillet 2003, une hirondelle tombée du nid. Comment la nourrir ? Et avec quoi ? L’auteur du récit, François Marsaudon, raconte avec forces détail les précautions prises pour nourrir et protéger le poussin. Puis les différentes étapes pour le libérer cette hirondelle et la rendre autonome afin qu’elle ne continue pas à venir chercher sa nourriture auprès de lui.

Au bout d’un mois le poussin est devenu assez fort pour voler de ses propres ailes et assez intelligent pour se débrouiller... Ce qui est loin d’être facile car les hirondelles se nourrissent surtout d’insectes, or il y en a de moins en moins, même dans les campagnes. Les pesticides et autres insecticides font leur effet. Moins d’insectes, moins d’hirondelles, et ces dernières ne sont pas la seule espèce d’oiseaux en voie de diminution... Le dessinateur Chaval, qui eut son heure de gloire dans les années 50 en France, est resté célèbre pour cette citation : “Les oiseaux sont des cons”... C’est bien loin d’être vrai.

Christian Le Meut

* An Dasson, 14 rue du colonel Manceau, 56400 An Alre - Auray.

An evned n’int ket ken sot anezhe

Skiantourioñ ha klaskourioñ zo, a lâr n’int ket an evned, ar pousined, ken sot evel ma vez kredet ganeomp. E galleg komzet 'vez ag ur “cervelle d’oiseau”, un “empenn evn” evit an den a zo penn-skanv un tammig, pe sod da vat... Un “drôle d’oiseau” 'vez lâret evit an den a ra traoù a-dreuz...

An evned, ar pousined e vez gwellet evel loened bihan, skanv ha simpl. Met 8.000 sort evned, pousined, zo er bed a-bezh ha n’int ket tout heñvel anezhe... E Kaledonia nevez ur vran a c’hell sevel e unan e benvigi evit tapout e boued... Er Japon, ur c’havan a lak kraon war an hent, pa 'vez ru ar gouleier hent, evit bout flastret ar c’hraon get an otoioù... Fin eo. Un evn all, en Amerika, a c’hell kuzhat kraon en ur bochad lec’hioù, kantadoù ha kantadoù, hag o c’havout en dro ar lerc’h. Ur gwir urzhiater eo, an evn-se !

Lennet m’eus traoù all a-ziar benn un evn, ur wignelenn, a zo bras e spered. Ur wignelenn bihan-se oa kouezhet doc’h he neizh e miz Gouere (Gourignan) 2003 hag ema bet kavet get ur familh a zo e chom e-tal ar Blanhoeh. Goann oa ar pousin bihan-se... Ha penaos reiñ boued ha dour d’ul labous ken bihan ? Ha peseurt boued ouzhpenn ? E-kerzh ur mizh ema bet maget ar wignelenn-se get an tiad. Hag al labous, an evn, zo daet da vout krenv awalc’h evit mont kuit hag en em vagiñ he unan... Ar pezh n’eo ket aes : nebeutoc’h nebeut a amprevaned zo hiriv an deiz a gaos d’al louzoù fall lakaet ar ar pradoù; a gaos ivez d’ar saotradur dre vras. Amprevaned e vez debret get ar gwennili ha nebeutoc’h nebeut a gwennili e weller en oabl...

Istor al lapous bihan-se zo bet kontet e galleg get François Marsaudon barzh niverenn 57 An Dasson*, ha lakaat eo brezhoneg get Régine Hado ha Daniel Carré. Ar gelaouenn trimiziek-se a vez embannet get Kerlenn Sten kidna An Alre. Chaval, un tresour brudet gwezhall e Bro C’hall en doa lâret : “Les oiseaux sont des cons”... Ar pezh n’eo ket sur tamm ebed.

Christian Le Meut

* An Dasson, 14 rue du colonel Manceau, 56400 An Alre.

29/03/2005

Hennebont : diorren padus pe fank padus ?

Ar yaou tri a Viz Meurzh paseet, e fin emvod ar c’huzul-ker, an aotrou maer, Gérard Perron (PC) n’doa lâret d’ar guzulerion e vo kaset fank porzh An Oriant en Hen-Bont, e Polvern, ur vengleù tost d’ar Blanhoeh. Ha setu bec’h er vro ! Hag an ekologourien d’en em sevel a-enep ar raktres-se. Ya, met re ziwezhat. Graet oa an taol dija ! Pewar mill metrad kub fank toxik ha pussunus oa bet kaset dija e Polvern. Ne chomint ket nemet tri mizh, hervez an emglev savet etre ti-ker an Hen-Bont hag ar prefeti. Da wellet... Tri mizh, n’ont ket sur, me. Met displegomp an traoù...
Bagoù brezel e vez savet e porzh An Oriant abaoe pell. Al labour-se a veze graet get an Arsenal gwezhall; hag an arsenal a zo deuet da vout an DCN (Défense construction navale...) abaoe un nebeut bleadeù. Louzet e vez porzh An Oriant get al labour-se. Araok, an Arsenal oa e-dan lezennoù ar stad hag an arme... Breman, DCN zo ur stall privez. Araok ne veze ket komzet a fank porzh An Oriant. Petra veze graet gante ? Skarzhet vezent er mor etre enezenn Groe hag an aod, hep goulenn netra da zen ebet.

Groez : nann d’ar fank
Met hiriv an deizh an DCN a zlehe goulenn an aotre evit lakaat ar fank en ul lec’h bennak... Er mor, etre enezenn Groez hag an aod, evel ma veze graet araok ? Pas. Echu eo : kumun enezenn Groez n’eo ket a-du, tamm ebed. Hag ar wirionez zo geti. Perak lakaat er mor ar fank louz-se, get traoù danjerus ha toxik e-barzh ? Evit lakaat ar pesked da vout klanv ha ni ar lerc’h ?
Ha setu an DCN emmerdet get he fank... Daouzek mil metrad kub zo bet tennet ag ar porzh evit lesket da vont kuit bagoù brezel nevez savet en Oriant (ha kement-se e chomehe e don ar porzh...)... Petra gober get ar fank-se ? Moian zo d’her golc’heiñ, met koust a ra keroc’h, keroc’h evit bout skarzhet er mor. Pe d’her lakaat en ul lec’h bennak didreuzus, koste an Oriant pe Lanester... e c’hortoz bout disaotret, goude.
Met n’eo ket ar pezh a zo bet sonjet get tud an DCN hag ar prefeti. Lec’hioù all zo bet klasket gete, hag unan zo en Hen-Bont, Polvern... Nag ur brav a lec’h, Polvern. E-tal ar Blanhoeh, get koadeù, riolenneù, mennezhioù, ha c’hoazh... Ul lec’h bourrapl evit mont da bourmen... Bourrapl betek ar bloaz 2003. D’ar mare-se an aotrou maer doa roet an aotre da sevel un “decharge” du-hont evit lakaat traoù-lous, met pas danjerus. An aotre-se zo bet roet get ar maer e-unan kar ar guzulerion all doa votet a unvouezh a-enep ar raktres-se. Ne vern... Mod-se eman an demokratelezh en Hen-Bont.
Polvern zo bet choazet neuze get ar prefeti evit lakaat pewar mill metrad kub fank toxik... Met ne oa ket droad lakaat traoù danjerus e Polvern, hervez ar pezh sinet get ar maer e 2003. Ne vern, nullet eo bet an “arrêté”-se get ar prefeti... Ar maer n’eus goulennet kamionoù didreuzus evit kas ar fank betek Polvern ha nompass lousiñ an hentoù... Met al lod brasan ag ar gamionoù-se ne oant ket didreuzus, hag fank zo kouezhet war an hentoù...

Demokratelezh mod an Hen-Bont
Goulennet eo bet get ar maer ivez krouizeiñ toulloù bras ha didreuzus goloet get plastik... Graet eo bet, da gomans... Ya, met ur wezh kroget an traoù, ur bochad kamionoù zo daet get tonnennoù ha tonnenoù fank ha re vihan oa an toulloù... Skarzhet eo bet ar fank memestra, war an douar, mod-se... Kant metr a zoc’h ar Blanhoeh...
An aotroù maer n’eus graet e sonj e-unan, kazimant, hep goulenn netra d’ar c’huzul-ker araok... Mod-se eman demokratelezh e bro an Hen-Bont.
Ur bochad tud n’int ket kountant anezhe, tamm ebed. Ur gevredigezh, Amzer nevez Polvern*, a zo bet savet gete evit manifestiñ. Ar pal zo ivez da lakaad ar Stad da zerc’hel sonj e vo ret dezhan kavoud ul lec’h all evit ar fank lous-se ha netaat Polvern goude.
Kroget oa bet emvod ar c’huzul-ker get an “diorren padus”. Tier e vez savet d’an doare padus (biobrique, kanabl...) get ofis HLM Hen-Bont... Brav, met ne bado ket pell an diorren padus en Hen-Bont get razh ar fank toxik lakaet e Polvern. Diorren padus ar saotradur, ne lâran ket.
Christian Le Meut

* Nevez amzer Polvern, Le printemps de Polvern, 31 rue Jacques Brel, 56700 Hennebont. Tél : 02.97.36.58.82.
E brezhoneg : Christian Le Meut : 02.97.36.31.78.

10/10/2005 : ar fank zo bet kaset da Langedeg evit bout "disaotret" du-hont met penaos vo graet get fank porzh An Oriant en amzer da zonet ??? 

15/03/2005

Bili da werzhañ : 20 € bep kilo !

Tostaad a ra Nedeleg ha me zo, marteze eldeoc’h-c’hwi, e klask traoù da brofiñ. Bet on bet koste Gwened en ur stal bras awalc’h e lec’h ma vez gwerhzet glouestroù bihan, arrebeuri, ha traoù all da vravaat an ti... Ha petra m’eus gwellet ? Bili. Bili da werzhañ ! Tost deg euros pemp kant grammes. Ugent euro evit ur c’hilo bili, mein bihan dastumet war an aod. Bizkoah kemend all ! Bez zo bili brav, se zo sur... Met ugent euro ur c’hilo : ker eo un tamm. N’eus kazimant netra d’ober nemet dastumiñ ar bili, o lakaat e barzh sec’hier ha setu, graet an taol. N’eus ket afer da blantiñ bili na d’o eostiñ ar lerc’h.

Ur sonj all zo daet diñ. Ha droad zo, benn ar fin, da zastumat ha da werzhan bili ? Ar re m’eus gwellet a zeu, marteze, ag ur veingleù bennak. Gwelloc’h vehe. Kar ar bili a zo war an aod, a zo da pep hini ac’hanomp ha n’eus ket droad d’o dastum benn ar fin. Nemet unan pe daou evit ar blijadur, met pas evit bout gwerzhet... Hag an dour ? Hag ar petrol, da biv int ?

Dour fall da evañ
Aman e Breizh e vez evet ganeomp dour lakaet e boutailladoù get stalioù bras evel Vittel, Evian, Volvic, ha c’hoaz. Ar mammenoù a zo dezhe, perc’hennet gete. Met an dour a zo edan an douar, barzh an “nappes phréatiques”, da biv eo? Deomp ni, d’am sonj, ha pas d’ar stalioù bras se... Ha ni da baeañ kaer ruz dour a zo deomp ni dija, peogwir n’eo ket mad awalc’h an dour red, an dour ag ar robinet. Re a zraoù lous a zo e barzh : nitratoù, pestisidoù, atrazine ha c’hoazh. Met louset e vez an aer ivez a gaos d’an dra se : ur bern kamionoù a zeu a bell evit kas deomp an dour se, ag ar Pirénéou, an Alpoù, Bro Vosges ha c’hoazh... Louziñ a reont an aer hag, oc’hpenn, danjerus int war an hentoù... Gounezet e vez mod se ur bern argant get stalioù bras pitaod dija, ar stall Nestlé, da skouer, argant roet ganeomp-ni, ha n’omp ket pitaod !

Gwelloc’h eo an dour red e Paris, sanset. Gwellet m’eus du hont skritellioù bras evit lâvar d’an dud da evan an dour-se. An dour e Paris zo mat da evañ, met pas e Breizh... Ha deomp ni, Bretoned, da c’hortoz c’hoaz. Ur bern argant, millionoù ha millionoù, zo bet dispignet dija get Bro Frans ha get rannvro Breizh evit gwellaat an dour red. Kondamnet eo bet Bro Frans dirak justis Europa a gaos d’an traoù louz a zo e barzh dour e Breizh. Met n’eo ket gwelloc’h c’hoazh an dour.

Traoù zo, a zo da razh an dud, evel an dour, evel ar bili war an aod. Diwallomp kar, re aliez, an traoù se e vez tapet, laeret benn ar fin, get tud pe stalioù kenverzh hag, ar lerc’h, gwerzhet deomp ni en dro ! Penaos a vez graet ag an dra-se : kapitalism...

Christian Le Meut 

20 euros, mon kilo d’galets, 20 euros !

Il y a peu je suis allé du côté de Vannes dans une de ces grandes surfaces qui vendent des petits meubles et des éléments de décoration. Et qu’ai-je trouvé ? Des galets ! Et oui, le galet se vend désormais, et à un bon prix : dix euros les 500 grammes ; soit vingt euro le kilo ! Pourtant, il n’y a pas grand chose à faire : les ramasser, les trier, les mettre en paquet, et le tour est joué. On n’a pas à les planter, les arroser, les moissonner... Le cours du galet est élevé donc, d’autant plus pour un produit qui ne sert à rien, sauf à décorer... Mais, du coup, je me suis posé la question : a-t-on le droit de ramasser des galets ? Ceux-ci provenaient probablement, j’espère, d’une carrière privée car ceux qui sont en bord de mer, sur les plages, sont sur le domaine public et appartiennent donc à tous. On doit pouvoir en ramasser un ou deux à l’occasion, par plaisir, mais guère plus. Car, si le galet domestique n’a qu’une utilité relative et décorative, le galet sauvage lui, a une vraie utilité dans la nature. Il se transforme au bout de quelques milliers ou millions d’années en sable. Il doit avoir aussi, mais je ne suis pas spécialiste, un rôle à jouer dans les flux marins et dans l’écosystème des plages...

Chère eau potable
Le galet, finalement, est comme beaucoup de ressources naturelles : il doit être préservé et tenu éloigné des appétits financiers, mais là non plus, ce n’est pas gagné. Car si l’on y pense bien, les sociétés qui vendent de l’eau en bouteilles, par exemple, ont-elles le droit de le faire ? Elles sont propriétaires de leurs sources et de terrains autour, mais sont-elles propriétaires des nappes phréatiques ? Et nous, de payer cher une eau embouteillée qui est, probablement, au départ, notre propriété collective, car nous ne voulons pas boire l’eau du robinet, trop polluée. Particulièrement ici, en Bretagne, où trop de polluants ont été, et sont encore, présents dans l’eau du robinet : nitrate, pesticides, atrazine, et je ne sais quoi d’autre.

Mais, finalement, notre consommation d’eau en bouteilles contribue aussi à la pollution : des millions de bouteilles en plastique sont ainsi jetées chaque année et doivent être recyclées... Des milliers de camions font des kilomètres depuis les Alpes, les Vosges, les Pyrénées, pour nous apporter cette eau. Ils contribuent également à rendre les routes plus dangereuses. Et nous, consommateurs, pas si riches que cela, d’enrichir des multinationales agro-alimentaires, comme Nestlé, déjà forts riches. mais futées : elles nous revendent embouteillée, une eau qui devrait être considérée comme un bien collectif. C’est à nous, mais nous devons l’acheter, et au prix fort, car l’Etat, défaillant, ne peut nous garantir une eau réellement potable. Cela s’appelle le capitalisme...
Même les Parisiens semblent mieux lotis. J’ai vu à Paris, en novembre 2004, une campagne d’affichage vantant les mérites de l’eau du robinet, bien meilleur marché que l’eau en bouteilles. Les autorités se gardent bien d’une telle campagne en Bretagne alors que la France a été condamnée devant la justice européenne pour le taux de nitrate trop élevé dans l’eau des robinets bretons...

Christian Le Meut 

10/03/2005

"Tout schuss" : nann trugarez !

En Alpoù on bet, e miz C’hwevrer (2004), evit mont da vakansiñ koste Bro Savoa. Ar pezh a zo : ret e oa diñ gober ski ! Evel ma vehe ret mont da neuial evit ar re a zeu da aodoù Breizh e pad ar vakansoù. Dre ret ! Mard ez it d’ar mennezhioù  hep ober ski, gwellet vec'h evel un den drol, iskiz... N’eus netra all d’ober du hont d’ar gouiañv, nemet skiañ, sanset.

Ha setu me, gwisket el ur skiour a vicher, met get traoù kozh prestet din get ma breur. Ne oan ket gwisket d’ar mod nevez, doc’h ar c’hiz, met kentoc’h mod kozh hag ar vugale a rae goap doc’hin... Ya, met gwisket e oan get livioù fluo, melen, ruz hag oranjez, ha, mod se, "e vo aesoc’h d’em gavout mard e kouezhan en un toull bennag", m’eus reskontet d’ar vugale, ha toullioù zo er vro se, me lavar deoc’h, n’eus nemet toullioù, evit lavar ar gwirionez. Toullioù ha mennezhioù...

An deiz kentañ, feurmet m’eus skioù ha lakaet m’eus ar votoù ski. Ar skioù zo un dra, met ar votoù zo un dra all. Poanus eo da laakat, pounner, ha diaes da gerzhet gete... Kroget m’eus da greisteiz ha kaset on bet, kazimant doc’htu, d’an hent ruz. Brav tre oa an natur e lein ar mennezhioù met ar re all a oa ganin ne oant ket intereset tamm ebed get an natur, get ar sell brav... Ret e oa mont kuit doc’htu evit disken ar “piste” ruz se, hep sellet doc’h ar vro.

Diskennet m’eus an hent ruz, neuze, war ma skioù, pe a goste a wezhoù. Ur wezh, kouezhet m’eus hag unan a ma skiou zo aet kuit ! “Dechausset” m’eus, evel e larer e yezh ar skiourion. Ha poan m’eus bet da lakaat en dro ar ski breiñ se, pemp munut pe muioc’h. Ne oan ket diazeet mad ! Traoù zo a vez graet buan tre get ar re akourset, met a dap kalz muioc’h ag amzer get an dud n’int ket akourset, se zo aes da gompreiñ. Nemet get ar skiourioñ o deus paet ker evit skiañ ! Pal ar re se zo monet ha donet, diskeiñ ha pigneiñ, gortoz dirak an “télésiéjou” pe an “tire fessennoù”! Nag a blijadur !

Ur yezh ispisial
Ar skiourioñ o deus ur yezh ispisial, ivez, savet gete.
Penoas lavar e brezhoneg “tire fesses”, lakoomp ? "Tennañ difesenn" ? Met n’eus ket traoù evel se er vro man, ha gwell a se... E Bro Savoa, ur bern tud o deus laret diñ da vont “tout schuss”. N’eo ket savozieg, ar gerioù se, alamaneg kentoc’h. “Tout schuss” a dalv mont ar founnaplan, ar vuannan posupl. D’ober petra ? M’eus ket komprenet. Mont ar founnaplan posupl da stokiñ ur skiour all, pe d'en em troc’hiñ ur vrec’h, ur garr ha, war lec’h, mont ar founnaplan posupl d’an ospital ? Hag ar vugale a oa genin a lare diñ an dra se ivez. “Ki founnablan!”. Met perak ? D’ober petra ? Barzh ma labour, a vez goulennet genin mont ar founnaplan posupl dija !...

Me, ne faotan ket mont founnapl pand on e vakansoù met kentoc'h pourmen trankil, goustadig, evit sellet doc’h ar mennezhioù, tenniñ ma anal, aveliñ ma spered. Na brav eo ar vro edan an erc’h !... Ya, met danjerus eo, ur sort... Loened zo, du hont. Estroc’h evit ar skiourion, surferion zo ivez. Ur wezh, gwellet m’eus ur “surf” e diskenn ar menez, met e unan penn... Ar “surfour”, oa e redek war e lerc’h ! Danjerus bras oa kar ar surf a yae founnapl tre. Eurasament, kouezhet eoen ur roued, ha den ebet zo bet gloazhet getan... Ur wezh all m’eus gwellet un ambulans e kas un den gloazet... Pe ur wezh all an helikopter ivez, dont da glask un den all... Bourrapl eo, ober ski.

Eurasamant, an dezhioù war lerc’h m'eus kavet hentoù “glas” aesoc’h da skiañ ! Ha meur a wezh on bet souezhet e wellet tud e bourmen war lein ar mennezhioù hep ski ebed, met get botoù hepken, pe get “raketennoù”. "Plijus vehe mont da bourmen evel-se, m’eus sonjet. Hep ski : ur burzhud ! Ha setu-me, e kreiz ma sizhun vakansoù, da gas ma skioù d’ar stal e lec’h m’boa o feurmet, evit mont da vale war droad en ul lec’h brav, “le lac de la mine d’or”. Mil metrad ha pemp kant da uhelder, memestra. Trouz ebed, telesiejou ebed, nemet tud, skiourion e o zouez e pourmen sioul ha trankil... N’ouzon ket ma z’eus aour el lein se met ar pezh a zo sur, an didrouz zo aour ivez ! "Le silence est d'or" e larer e galleg.

Ur dra all zo sur : ne z’in ket “Tout schuss”, memes war ar skioù. “Tout schuss”, zo re skuizhus ha danjerus.

Christian Le Meut 

"Tout schuss !!!

Je suis allé en vacances à la montagne au mois de février passé, en Savoie. Ce qu’il y a, c’est que, étant en groupe, j’ai dû faire du ski... C’était obligatoire, un peu comme si les gens qui viennent à la mer en été étaient absolument obligés d’aller se baigner... Si vous allez en montagne l’hiver et que vous ne skiez pas, vous risquez d’être vu comme un être bizarre. Il n’y aurait même, selon certains, que cela à faire l’hiver en montagne...

Et me voilà, habillé comme un skieur professionnel, mais avec de vieux vêtements de ski prêtés par mon frère... Je n’étais pas habillé selon le dernier cri de la mode, mais plutôt à la mode d’il y a dix ans, ce qui faisait bien rire les enfants qui m’accompagnaient. Oui, mais j’arborais des couleurs fluo, jaune, orange, rouge, et ainsi, leur expliquai-je, “je serai repéré plus vite si je tombe dans un trou”... Car des trous, il y en a beaucoup, il n’y a même que cela dans cette région, des trous et des montagnes...

Le premier jour, j’ai donc loué des skis. Et là, première galère, il a fallu mettre les chaussures de ski. C’est lourd, douloureux, et difficile, de marcher avec des chaussures de ski... J’ai commencé le ski doucement,vers midi, mais voilà, comme je n’étais pas tout seul, mais pas débutant non plus, il m’a fallu suivre le groupe sur une piste rouge accessible par un télésiège montant vers un très beau sommet. Là haut, la vue était superbe mais il a fallu partir tout de suite. Quel intérêt de rester regarder une vue superbe, en effet, alors que l’on peut descendre une piste rouge ? Je l’ai descendue, en effet, sur ms skis mais parfois aussi à côté de mes skis.

Une sorte de fièvre frénétique semble atteindre certains skieurs quand ils sont sur une piste. Pas question de s’arrêter, de regarder le paysage. Non, il faut monter, descendre, et attendre devant les tire-fesses ou les télésièges. Puis recommencer, monter, descendre, et attendre... Quel plaisir ! Mais vu le prix qu’ils ont payer, certains veulent absolument rentabiliser leur semaine de vacances.

Y'a d'la joie sur la civière ! 
Les skieurs ont aussi une langue particulière... Beaucoup de gens m’ont dit, pendant mon séjour, d’aller “tout schuss”. “Tout schuss” n’est pas du savoyard mais plutôt de l’allemand. Cela veut dire quelque chose comme aller le plus vite possible. Pourquoi faire ? Je ne sais pas... Aller le plus vite possible pour se cogner le plus fort possible contre un arbre, contre un autre skieur, pour se casser un bras ou une jambe et pour prendre, mais le vite possible, la direction de l’hôpital ? Déjà toute l’année, au boulot, il faut aller le plus vite possible, alors non, pas en vacances... Je préfère prendre le temps de regarder la montagne, de respirer, de m’aérer l’esprit. Oui, mais sur les pistes, mieux vaut ne pas trop s’attarder à regarder le paysage, car il y a quelques dangers qui vous guettent. Le surf, par exemple, cette planche sur laquelle certains dévalent les pistes. Un jour, j’ai vu un “surf” descendre ainsi la piste, mais tout seul... Le surfeur était derrière, tentant de courir pour rattraper son surf qui allait beaucoup plus vite que lui et qui aurait pu blesser gravement quelqu’un. Heureusement, le surf est allé se coincer dans un filet... J’ai aussi vu une ambulance venir chercher un skieur, ainsi qu’un hélicoptère venir en chercher un autre... Que d’la joie, j’vous le dis... Mais sur civière !

Au fil des jours j’ai quand même trouvé mon rythme de croisière sur des pistes bleus et vertes. J’ai même acquis une certaine vitesse pour être parmi le premier, en fin de journée, à atteindre le café où nous buvions un vin chaud à la cannelle après avoir posé les skis. La délivrance... Et puis j’ai repéré aussi des promeneurs. Même en haut des pistes, des gens se promenaient tranquillement, soit en raquette, soit en chaussure de marche. Quelle belle façon de découvrir la montagne ! Alors, au milieu de ma semaine de ski, je suis allé les ramener au magasin et je suis allé me promené dans la montagne. Notamment dans un lieu appelé le “lac de la mine d’or”, à près de 1.500 mètre d’altitude. Je ne sais pas s’il y a de l’or dans ce lac, mais ce qui est certain, c’est que le silence est d’or. Plus de télésièges ou de skieurs bruyants, plus aucune raison d’aller “tout schuss”, juste quelques promeneurs tranquilles...
Et puis une chose est sûre, ici ou ailleurs, je n’ai pas du tout envie d’aller “tout schuss”, même sur des skis.

Christian Le Meut